Texte à méditer :  "Hennez zo sotoh evid eur vuoh"      il est plus con qu'une vache   -  (Expression de Loc-maria)    

Présentation

Fermer * Leçons de breton *

Fermer Civilisation

Fermer Clichés sur le breton

Fermer Enregistrements

Fermer Piou on ? qui suis je ?

Fermer Spécificités

Webmaster - Infos
Visites

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Loc-Maria-Plouzané
* Leçons de breton * - Da heul / War-lerh
DA HEUL - WAR-LERH
 
Kent staga ganti
 
Gwelloh e vefe deom staga ganti dre ober impli euz skoueriou a-zoare bet choazet diwar ar pennadou skrid bet savet gand or skrivagnerien wella kent lavared ha ma vefe tu pe get sevel eur reolenn rig diwar o oberenn.
 
 DA- HEUL:
 
 Da genta e roas dezañ Enez-Vaz da zevel enni eur manati evid ar veneh a oa deuet d’e heul euz Breiz-Veur. 
 
       Eun deiz, en eur glask e laza gand eun taol horz, e kouezas war war bég an tour a dreuzas dezañ e beultrin. Ruill a reas d’an traoñ ha bég an tour d’e heul.
 
        An div skouerenn-ze a ra ano euz daou dra o fiñval asamblez pe dost war-zu ar memez pal 
 
        Skoueriou all e-leiz a heller kavoud ivez:
 
        Ahez, merh ar Roué Grallon, 
        Tan an ivern en he halon          
        Er penn kenta euz an diroll
        A gas d’he heul ar gêr da goll.  
 
        Al leor-ze a hell beza prenet gand eur vandenn vagnetik ouz e heul. 
 
        Ar paotr a lammas war e varh dre dan, ha strak ar mil gurun d’o heul.
 
        Méd e-leh tehed da heul ar re all, e chomas kuzet er hoajou.
 
        “Deom, deom, deom, deom, deom, deom d’ar gad
          Deom kar, deom breur, deom mab, deom tad
          Deom, deom, deom oll, deom’ ta tud vad
          Mab ar hadour a lavare
          Lavare d’e dad, eur beure:
       “ Marhegerien war lein ar Vro
          Marhegerien o vond e-biou
          Mirhed dindanno glaz o liou,
          Hag o hourichal gand ar riou...
       “ Mar d-’eo Arzur an hin eo
          Prim d’or gwareg ha d’or gwall veo
          War-raog d’e heul ha flim ra freo! (Barzaz Breiz)
 

         

           Ar skouriou-zea ziskouez deom e heller ober gand da heul - ouz  heul.... pa vez an traou oo vond asamblez..... Hini ebed anezo ne jom difiñv.....

 

 
        WAR-LERH
 
Eun dra all souezuz kenañ a gavan c’hoaz e buhez Sant Paol: Ar hloh e-neus lezet war e lerh, anvet “An Hirglaz” hag e-neus ar vertuz da barea diouz ar boan skouarn.

War a gonter, e veze implijet an doare-ze da gas keleier n’eo két hepkén gand ar Halianned méd ive gand ar Romaned, ha war o lerh, gand ar poblou all beteg ar Grenn-Amzer. 
 
Eun dorn-skrid a zo bet chomet war e lerh ha n’eo ket bet moullet. 
 
Er skoueriou-ze e heller gweled  n’eo eet kuit nemed eun dra hag an hini all a zo chomet en e blas.
 
Setu-amañ skoueriou all:           
 
Lavared a reer oe bet ar vro-mañ pevar hant vloaz bennag dindan galloud ar Romaned. Souezuz e vije chomet ken nebeud all a draou war o lerh!
 
E-kreiz an noz, dre drubarderez, e hellas soudarded  al “Ligue”  antreal e kêr. Ne jomas war o lerh nemed distruj ha maro: laeret ar pinvidigeziou ha dibradet ar merhed da vond ganto....
 
Hervez “Buez ar Zent”, m’am-eus soñj mad; diskibl e oa ar Zant-mañ da Zant Tugdual kenta eskob Landreger, hag eveltañ e teue euz Breiz-Veur. Dond a reas zokén, da veza eskob war e lerh.
 
Hag e bered Penharz in bet beziet o-daou, hi, hanter kant vloaz bennag warlerh he fried, er bloaz 1841.
 
Ahano eo e teu ar pez a vez anvet “L’école de Pont-Aven”. Skol Pont-Aven. Chomet ez eus bet war o lerh eur bern taolennou hag o-deus, en amzer-vremañ eun dalvoudègèz spontuz. 
 
Ar merhed kennebeud, ne jomont két warlerh: labour a gavont en uzinou-koñserv, ha mad-kenañ int ive d’ober dantélèz.
 Evel-se’ ta on arzourien a gemere o skweriou e pevar horn an Europ. Ne oa két Breiz eur vro diwarlerh evel ma ‘ eus bet klasket rei deom da gredi.

     

Bez e heller ivez ober implij euz Goude: 
 
N’e-neus bet moullet leor e-bèd.
Nann. Méd goude e varo, Yeun ar Gow, e genvroad, e-neus bet dastumet e goñchennou en eul leor a 300 pajenn anvet “Koñchennou ar Ster-Aon”.
 
Diwar ar pez on-eus gweled e vefe mad a-walh komprenn ar reolenn e-mod-se:
 
 
            Traou ne hellont ket fiñval: Ar voger a zo a-dreñv an daol.
 
            -  Eun dra a zo o halaoupad tra ma vez difiñv an hini all : En eur sortial am-eus serret   an nor war va lerh.
 
             - Daou dra o haloupad: Deuit d’am heul - Deuit war va lerh.        

Date de création : 19/09/2011 @ 21:03
Dernière modification : 19/09/2011 @ 21:03
Catégorie : * Leçons de breton *


react.gifRéactions à cet article

Personne n'a encore laissé de commentaire.
Soyez donc le premier !


Image
leonard.jpg
Sondage
Parlez vous Breton ?
 
Oui
Un peu
Pas dutout
Résultats
Informations
Il n'y a pas de copyright sur mes enregistrements. Ils peuvent donc etre enregistrés et utilisés comme vous le souhaitez.
wink
^ Haut ^